Reinaldo Arenas

Reinaldo Arenas a oa ur skrivagner eus Kuba, ganet d'ar 16 a viz Gouhere 1943 en Holguín, ha marvet d'ar 7 a viz Kerzu 1990 e New York.

Lakaet e oa bet en toull-bac'h peogwir e oa heñvelrevad ha troet enep ar gouarnamant. Dont a reas a-benn da dec'hel eus an enez ha da gaout repu er Stadoù Unanet

E 1987 e voe kavet en doa tapet ar SIDA, ha neuze ekrogas da skrivañ e vuhez el levr Antes que anochezca.

E 1990 en em lazhas gant ur c'horfad hini kreñv ha louzoù. E 2000 e voegraet ur film gant Antes que anochezca, aozet gant Julian Schnabel, Javier Bardem o vezañ ar skrivagner.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy